Radio Breizh
Tren harzhet gant ekolgourien 'ba Sant-Jelan: etre 3 ha 6 miz toull-bac'h gant goursez zo goulennet gant ar brokulaerez
E 2022 ‘oa bet kaset un obererezh get 12 ezel a Bretagne contre les fermes usines e Sant-Jelan. Ar re-se o doa savet ur voger àr an hent houarn evit arest un tren a gase marc’hadouriezh betek an uzin Le Gouessant. Goude 3 blezad enklask e oa benn ar fin degouezhet mare ar prosez dilun en Oriant. Embannet e vo an disoc’h d’an 11 a viz C’hwevrer. Aodren Trehin de doe goulennet get Yann, unan ag an 12 stourmer, penaos eo paset ar prosez.
"An Dreverzh" gant Toni Galmes, ul levr da brofañ d'ar vugale
E-mesk al levrioù en deus graet trouz en distro-skol lennegel ez eus An Dreverzh gant Toni Galmes. Al levr evit ar vugale adalek 7 vloaz a zo diwar-benn « An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ » : Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa ‘noant disklaeriet un harz-tennañ evit paouez gant an emgannoù. Ur sujed kri met leun a spi a zo frouezh ur gejadenn etre Timilenn hag ur gatalanez a ra war dro gwerzhañ gwirioù evit tiez embann Katalonia, hag he deus kinniget ar c’hatalog a oa ganto. Selaouomp diouzhtu Brendan Gillouzic Gouret deus an Timilenn.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
90 miliard a euroioù prestet gant an UE da Ukren
Daleet eo bet sinadur an emglev gant ar Mercosur
Ul lezenn evit didamallañ ar maouezed 'neunt diforc'het etre 1870 ha 1975 zo bet votet
200 den o vanifestiñ 'ba Lannuon da geñver devezh etrebroadel evit ar repuidi
Visa 29 'neus savet ur pranatd da gaballiñ eus feulsterioù an tu dehou pellañ 'ba Brest
Un tamm sell war ar sportoù

