Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur pevar-ugent bennak a dud a oa en em vodet dec'h mintin dirak lez-varn Kemper evit souten annezidi ar Reier Gwenn.
Dec'h e oa sañset bezañ dalc'het gwerzh war gresk ar Reier Gwenn e lez-varn Kemper. Embannet o deus an annezidi e vefe bet trawalc'h a arc'hant gante dec'h evit mont dreist d'ar 500 000€ a oa bet votet gant an departamant evit prenañ el lec'h. Met n'o deus ket gallet kemer perzh er gwerzh-se rak kadarnaet en deus lez-varn Auxerres ar sizhun dremenet gwerzh o lec'h bevañ da Zepartamant Penn-ar-Bed. E fulor emañ an annezidi hag o mignoned ha poan o deus da gompren poell ar justis ha n'eo ket treuzwelus hervezo.
Gant an obererezh « Boestoù kengred Nedeleg » e c’hall an nen kas profoù d’an dud o deus nebeut evit bevañ...
Ha reiñ un tamm plijadur d’an dud wanañ ‘bar gevredigezh. Boestoù zo prientet evit ar vugale hag evit an dud deuet ivez. Meur a skolajiad eus skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon o deus kemeret perzh en obererezh ar bloaz mañ. Da vare ar c’hentelioù war ar geodedouriezh int bet broudet gant o c’helenner da leuniañ boestoù kengred Nedeleg. Jerome Lafond zo gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Goulenn a ra tud Honduras e vefe embannet disoc'hoù an dilennadegoù
- Miliadoù a labourerien-douar a vanifesto hiziv dirak ar parlamant European a-enep d'ar Mercosur
- Nav den a zo bet harzet gant ar polis dimeurzh e Brest e afer an dagadenn faskour er C'hafe de la Plage
- Kondaonet eo bet daou di-feurm da baeañ telloù kastiz evit bezaén saotret ar stêr Trogornan e bro Montroulez

