Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Raktres maengleuzioù nevez e Breizh : Respond Paul Molac

3 raktres mengleuz a ra reuz er vro: Epona kostez an Oriant, Taranis kostez Redon ha Belenos a zo el Liger-Atlantel hag er Maen-ha-Liger. Aotreoù nemete da furchal (permis exclusifs de recherche) a zo bet roet e derroù ar miz gant ar Stad d’an embregerezh Breizh Ressources a zoug ar raktresoù-se. Paul Molac zo kannad pastell-vro Ploermael er strollad LIOT, tizhet eo e zachenn gant ar raktres mengleuz Taranis. Un emvod publik da gelaouiñ an annezidi en doa aozet ar 7 a viz Du get ar gannaded Mahilde Hignet ha Jean-Claude Raux. Skiantourion a oa ivez. Perak eo Paul Molac a-enep ar raktresoù mengleuz ha petra c’hell ober giz kannad ?

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Tost echu eo labourioù bras e ti-gar Kemper

Seiz bloaz zo e oa kroget ar chanter, ha pelloc'h 'zo c'hoazh e oa bet lañset ar raktres, dindan respet Bernard Poignant. Anna-Vari Chapalain, dilennadez en ti-kêr, a ro muioc'h a ditouroù deomp war ar mell cheñchamant-se e kêrbenn Kerne Izel

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas

Da selaou ouzhpenn er c'heleier

  • Keloù deus Palestina ac'hubet

  • Bloc'had amerikan deus Venezuela

  • Respond ar republikaned d'an tu-dehou pellañ er 6 gontelezh ac'hubet e bro-Iwerzhon

  • Digor eo Parcours sup

  • Disoc'hoù Rave Karaez lec'h m'en doa an archerien tennet ouzh ur c'harr-samm