Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleie get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Diriyaou ha Digwener paset e oa kendiviz heñtañ ar budjed evit prientiñ budjed 2026 ar Rannvro.

Ur budjed a vo diaes da sevel peogwir e eo partiet an traoù evit ma rohe ar Stad 40 milion euroioù nebeutoc’h d’ar c’huzul Rannvro, él ar blez paset. Da laret e vehe 80 milion a euroioù nebeutoc’h e budjed ar Rannvro e-korf 2 vlez. Ar gudenn pennañ eo n’eus ket Kuzul Rannvro Breizh ar gwir da sevel taosoù hag eo ar Stad c’hall a ro an argant d’ar Rannvro. Kinnigoù oa bet graet get ar prezidant met nac’het int bet get ar vodadenn vroadel. Selaouomp diouzhtu soñjoù Ana Sohier ezel ag an tu kleiz emrenour UDB ha kuzulierez rannvro ar strollad Breizh a Gleiz. Goulennataet e oa bet get Anton Burel.

D’al lun 8 a viz An Azvent e oa aet Felix Leyzour d’ar bed arall.

Stourmer politikel ezel ag ar strollad komunour, brudet-tre e oa Kreiz Breizh. Eñ oe bet maer Kallag etre 1989 ha 2008, senedour etre 1989 à 1997 ha kannad evit achiv etre 1997 à 2002. E obidoù a oe digwener paset e Karaez. Gerard Lahellec, senedour a Aodoù an Arvor ha Christian Coail e penn kuzul departamant Aodoù an arvor a oa àr blas. Respontet o doe da Morgane Large a faote dezhi gouiet petra n’oe graet Félix Leyzour a oa aet d’an anaon d’an oed a 93 vlez.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Un dagadenn islamist e vehe ar gwalldaol enep-yuzev a oe bet disul noz e Aostralia.

-E Bro Alamagn eo bet paraet d’ur gwaldaol islamist da zegouezh un nebeut devezhioù zo.

-Trec'h eo an tu dehoù pellañ e Chile.

-Breutaerion ar c’hazetenner gall Christophe Gleizes o deus goulennet monet d’al lezvarn torr.

-Araokadennoù a zo da geñver ar fed kemer e kont kudenn ar sujidigezh kimiek.

-Dec'h e oa prosez an 12 stourmer.ez o doe stanket un tren agro-marc'hadouriezh e 2022.

-Ur jandarm en dehe tennet àr karr-samm tud deuet er Free party e Karaez. Ur c'hlemm a zo bet savet.