Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Kazetennerien Splann ! zo bet lakaet da bersona non grata gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed...
Nevez zo ‘oa bet aozet un emvod gant ar C’huzul ‘ba ti Armor Lux e Kemper ma oa bodet 200 rener embregerezh. C'hoant Mael de Calan ‘oa kinnig dezhe ar bolitikerezh war an RSA zo kaset gant an departamant. Goulennet o doa kazetennerien ar media dizalc’h Splann ! kaout ar gwir da gemer perzh ‘ban emvod-se. Nac’het eo bet dezho ha skarzhet eo bet Kristen Falc’hon, a oa bet war blas e anv Splann !, tost manu militari eus parklec'h ar stal Armor Lux. Muioc’h a ditouroù gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Enoret ‘oa bet ar c'haner kan-ha-diskan Jean-Pierre Kere disadorn noz
Aozet ‘oa bet ur fest-noz bras ‘ba Gwirliskin ‘vit lidañ 50 vloaz kan ar c’haner ‘zo o chom e bro Montroulez. Taolomp un tamm sell war ar c‘haner hag ar pezh ‘neus degaset dezhañ ar c’han. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Pemzek den a zo marvet en ur gwalldaol enep-yuzhev dec'h e Aostralia
- Manifestet o doa ar beizanted e Frañs hag e Breizh disadorn a-enep lazhadegoù an tropelladoù saout
- Tro 500 a dud o doa dibunet e straedoù Douarnenez disadorn evit souten annezidi ar Reier Gwenn
- Pemzek stummadur micherel a ranko serriñ en distro-skol 2026 e Breizh
- Ur gerig war ar sportoù

