Keleier ar vro d'ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Sinet eo bet an emglev gevelliñ etre Roazhon ha Diyarbakir (Kurdistan)


E Ti-kêr Roazhon e oa bet lidet dec’h da noz sinadur ar gevelliñ etre Roazhon ha Diyarbakir pe Amed, kêr-benn Kurdistan an Hanternoz e Stad Turkia. Liammoù zo abaoe pell etre an div gêr-benn : abaoe 1979 e vez darempredoù stank etre dilennidi hag annezidi an daou barroz. An emglev gevelliñ zo bet savet a-drugarez da labour Keneilded Kurd Breizh a lusk ar c’hengred etrevroadelour gant pobl Gurdistan amañ b’ar vro. Abaoe 30 vloaz emañ izili ar gevredigezh o labourat evit ma vefe savet an emglev ha setu graet an traoù. Serra Bucak ha Doğan Hatun kenmaered Diyarbakir a oa deuet da Roazhon evit sinañ un emglev war un ton bras ba sal vras an ti-kêr. Un darvoud istorel evit Roazhon met evit Diyarbakir, ar wech kentañ e oa dezho bezañ gevellet gant ur gêr all. Gael le Ny zo Kenbrezidant Keneilded Kurd Breizh, evitañ e oa un trec’h goude ur hir a stourm …

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Chenchamant zo ‘ba penn Bodadeg ar Gouren

Adalek bremañ eo ur skipailhad a dro frezidant a reno ar gevread. Pauline Sellin gant da den all ‘neunt asantet dougen karg ur gevread zo 1500 ezel ennañ. Gouren a ra Pauline abaoe he bugaleaj. Ezelez eus skol Mein Zao ‘ba Tregon, chouk da Gonk-Kerne, eo abaoe ar penn kentañ. Anvet eo ‘ba bed ar c’hourenerien evit bout gounezet meur a wech kampionad Breizh ha kampionad Europa war ar marc’had. Gouren ‘ra c’hoazh gant he skol, se zo kaoz ‘noa ket lakaet ‘ba he soñj mont penn ar Vodadeg… Ur redi eo bet dezhi kar Christian Pelé a felle dezhañ kuitaat e blas a brezidant un tamm zo dija ha ne oa den ebet ‘noa c’hoant mont en e lerc ‘h. Pauline Sellin zo ken brezidantez Bodadeg ar Gouren hag ar wech kentañ eo ‘zo bet anvet ur vaouez prezidantez.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Da selaou ouzhpenn er c'heleier

  • Akta a vorlaerezh etrevroadel gant Morlu Stadoù Unanet e Venezuela

  • Stourm al labourerien douar e Bro Roazhon ha Bro Sant-Maloù

  • Raktres maengleuzioù nevez e Bro An Oriant hag e Bro Redon

  • Krogadoù melldroad an dibenn sizhun