Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur garta evit skignañ sonerezh arzourien.ezed Breizh
Kinnig a ra ar c'haner Brieg Guerveno e vefe lakaet muioc'h war wel arzourien hag arzourezed Breizh, o skignañ muioc'h o labour el lec'hioù foran evel er stalioù pe en treuzdougen da skouer. Unan eus kinnigoù ar c'haner a zo krouiñ ur garta a vefe sinet gant an obererien ekonomikel ha sevenadurel ar vro. Aet e oa Morgane Cotten da c'houzout hiroc'h war ar raktres-se.
"Ar Vretoned hag ar Romaned"
Embannet eo bet levrenn gentañ « Istor ar Vretoned » en diskar-amzer gant Visant Roue anvet : « Ar Vretoned hag ar Romaned ». « Ar vretoned a zilestr en Arvorig er Vvet Kantved o tec’hout kuit dirak ar saksoned » a vez lennet boaz ha setu tout, pezh n’eus roet ar c’hoant d’ar skrivagner displegañ piv e oa ar vretoned-se hag al liammoù don ha padus a oa etre an daou du eus Mor Breizh …
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Disklêriet en deus Volodymyr Zelesnky e vefe prest da aozañ dilennadegoù e Ukrenia
- Nullet en deus Parlamant Bulgaria e vudjed evit ar bloavezh 2026, da heul manifestadegoù ramzel
- Votet o deus darn vrasañ an dilennidi dec'h o asant evit ma vefe kresket budjed an arme
- Aotreet en deus ar Stad ar furchadegoù mengleuzerezh e Breizh
- Gwerzh kreizenn vakañsoù kozh ar Reier Gwenn e kichen Douarnenez zo bet aozet dec'h gant lez-varn Auxerre
- Louison Noël, prezidant kambr micherioù Breizh betek 2021, a zo bet lakaet dindan ensell evit harellerezh ha tagadennoù seksel

