Keleier ar vro d'ar lun 8 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar lun 8 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Seizvet gouel ha daou-ugent an Transmusicales a oa echuet dec'h e Roazhon.

Miliadoù a dud a oa en em vodet dindan hangarioù bras divent Park an diskouezadegoù e-pad tri devezh evit dijoloiñ strolladoù nevez, dañsal ha riboulat.

Anouck ha Gurvan a oa bet aterset get Metig Jakez-Vargas. Un abadenn a oa bet enrollet ag an Transmusicales get skipailh Radio Kerne ha Naoned, a c'hellit selaou dre bodkast, dre lec'hienn Radio Breizh, ma faota deoc'h kaouit un tañva klokoc'h ag ar festival.


Strolladoù ag ar bed a-bezh a vez kouviet da soniñ en Transmusicales.

Daou strollad a Verc'hiko o doa treuzet ar mor bras ar blez-mañ « Son Rompe Pera », ur strollad cumbia-rock, hag ar strollad « Descartes a Kant », ur strollad punk rock. Metig Jakez-Vargas he doa goulennet get izili ar strollad, Sandra, Memo, Leo ha Christina, deus petra ‘zo kaoz en o sonennoù.


Ha da glevet er c'heleier:
-Taget eo Europa e strategiezh geopolitikel nevez ar Stadoù-Unanet.

-Ur poent àr Israel ha Palestine.

-Un taol-stad c’hwitet a oa bet er Benin dec’h.

-An 39vet Telethon e oa e-pad an dibenn-sizhun.

-Fonnusoc'h eo monet a Roazhon da vrest dre an RN164 bremañ

-Teir fusulhadeg a oa bet e Roazhon e-korf 24 eur.

-Sport :

Kampionad ar bed handball ar mouezi: Trec’h eo bet ar c’hallaouezed àr Arc’hentina.

12 vet trail kêr Lannuon

Melldroad ar baotred: an Oriant-Lyon: 1-0