Keleier ar vro d'ar Merc'her 10 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 10 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

El àrlene e vo start da Rannvro Breizh sevel ar budjed nevez.

Neus den erbet a ouia c’hoazh pegement a vo roet d’ar rannvro get ar Stad peogwir n’eo ket bet mouezhiet betek penn ar raktres lezenn arc’hant 2026, ha n’eo ket sur e vo votet a-raok fin ar blez. Ret eo d’ar strollegezh sevel ur budjed memestra en ur c’houiet e vo ret d’ar rannvro lakaat e pleustr ur bolitikerezh a-strizhder, da laret eo espern argant àr kirriegezhioù ret ar Rannvro. Arr beseurt post e vo esperniet argant ? Divizet ‘vo diriyaou ha digwener da prantad dalc’h kendiviz heñtañ ar budjed.

Setu un diveradenn savet get Anton Burel diàr titouroù bet dispaket get hon keneilded ag an Télégramme. Respond a-benn fin ar sizhun evit gouiet petra vo divizet get dilennidi ar Rannvro.

Ar blez-mañ oa bet embannet un tamm nebeutoc’h a levrioù e brezhoneg eget ar blezadoù paset a gaoz diaesamantoù ‘zo e bed an embann.

Levrioù a-galite zo bet embannet ur seurt ha setu unan zo bet lakaet ar gaoz àrnañ dec’h da noz en abadenn lenn a-stroll. Pri-Touseg zo un dastumad danevelloù skrivet get Malo Bouessel du Bourg. Daouzek danevell ‘zo el levr-mañ a gasa lennerion da bedoù dishañval an eil re ouzh ar re all. Plijadur o deus bet al lennerien é lenn al levr-mañ. Ar skrivagner a oa deuet da ginnig e levr.

Al levre-se, embannet get Al Liamm a c’heller kaouit e stalioù-levrioù ar vro pe àr lec’hienn kuzul ar brezhoneg.

D’ar 5 a viz Genver e vo an abadenn lenn a-stroll é tonet ha lennet vo Ar vein war an hent get ar skrivagner Okitanad Joan Bodon.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Prest eo Ukrenia da aoziñ dilennadegoù prezidant ma vo kondisionoù surentez dereat.

-Votet eo bet dec'h budjed ar surantez sokial er vodadenn vroadel evit ar budjed 2026. Ret e vo c'hoazh d'an destenn monet d'ar sened ha distroiñ d'ar vodadenn vroadel goude.

-Marine Tondelier a zo dibabet get ar re c’hlas evit monet da brezidantez Bro-C’hall.

-67 kazetenner a zo bet lazhet e korf ar blezad 2025 er bed hervez bilañ RSF, Reporter sans frontières.

-120 vlez lezenn ar laikelezh e Bro-C’hall e oa dec’h.

-Emañ departamant Penn ar bed é soñjal prenañ karierenn Laz a benn asuriñ pouvez an dour evapl.