Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Kerzu 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Kerzu 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Nevezentioù Diwan Breizh

Aozañ ha solutaat framm Kevread Diwan ! Un diviz ret evit ma c’hallfe ar gevreag hag ar skoliou Diwan mont war raok en dro. Start eo bet an traoù e-kerzh ar mizioù tremenet. Warlene ‘noa bevet ar gevread un enkadenn arc’hant bras. Un tamm digresk a skolidi zo bet en distro skol diwezhañ. Daou cheñchamant rener zo bet dindan un nebeut bloavezhioù. Se zo kaoz zo bet dibabet, nevez zo, da envel daou gen-rener ‘ba penn ar servijou : Lou Millour ha Marc Boete. Un tamm poent gant Anne-Sophie Brats zo prezidantez Kevread Diwan. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Pri-Touseg : levr nevez Malo Bouëssel du Bourg

Ar bloaz-mañ eo bet embannet un tamm nebeutoc’h a levrioù brezhonek evit ar bloavezhioù tremenet abalamour da ziaesamantoù bed an embann er mare-mañ. Levrioù a-galite zo bet embannet memestra ha setu unan zo bet lakaet ar gaoz warnañ dec’h da noz en abadenn lenn a-stroll. Pri-Touseg zo un dastumad danevelloù skrivet gant Malo Bouëssel du Bourg. Daouzek danevell a ra deus al levr-mañ hag e vez kaset al lennerien da bedoù disheñvel an eil re ouzh ar re all. Ha plijadur o deus bet al lennerien o lenn al levr-mañ. Malo Bouëssel du Bourg a oa deuet da ginnig e levr.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Da selaou ouzhpenn er c'heleier

  • Keloù deus Palestina ac'hubet

  • Lez-varn European Gwirioù Mab-den en deus kondaonet ar stad c'hall

  • Mouezhiañ budjed ar ar Stad C'hall e 2026

  • Marine Tondellier zo bet dilennet evit mont war ar renk e kentdilennadeg an tu-kleiz evit ar strollad An Ekologourien