Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Kezeg an Heol : femmes effacées, féminismes occultés ?
Aï omp bremañ e kreiz an distro skol lennegel ba Breizh, an digarez evit kinnig deoc’h al levrioù nevez embannet ha setu unan zo bet kinniget dec’h da noz e Bannaleg. 50 vloaz war lec’h Marc’h al lorc’h skrivet gant Pêr Jakez Helias hag e respond gant Zavier Grall en deus divizet ur strollad a skrivagnerezed skrivañ ul levr e brezhoneg hag e galleg evit komz deus ar stourmoù er vro, evit ar yezh, an ingalded, an douar hag an dour. Un dastumad pennadoù disheñvel gant ul liamm : diskouez nerzh merc’hed ar vro war bep tachenn, setu Kezeg an Heol : femmes effacées féminismes occultés ? Selaouomp diouzhtu unan deus ar skrivagnerezed Ludsine Briand a ginnig deomp an testennoù he deus skrivet b’al levr …
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Stummadur war ar brezhoneg a zo bet digoret e Pondi
Ur stummadur 6 pe 9 miz da zeskin brezhoneg evit an dud gour zo bet nevez digoret e Pondi. 12 den o deus lakaet o anv, ar pezh n’eo ket fall ! Aet e oa Aodren Trehin da gejañ gete da ouiet peseurt tud a zo é klask deskiñ ar yezh ha petra n’eus desachet ‘ne. Selaouomp doc’htu Florence Delaporte, stummourez anezhi, ha Dimitri ha Leo deskarded.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevet ivez er c'heleier
Brezel diabarzh e Soudan
Muntr ul libanad gant Tsahal
Kenderc'hel a ra Stad Israel da vombeziñ Gaza en desped d'ar fed m'en deus adkroget gant emglev an harz tennañ
Drougziwezh an tu dehou pellañ en Izel-vroioù ?
Un taos Chomadenn e Rannvro Breizh ?
Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

