Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Evit ar wezh kentañ he deus sinet ur skol ijinerezh ar garta "Ya d'ar brezhoneg" kinniget get Ofis publik ar brezhoneg.

An ISEN OUEST, ensavadur meur àr an elektronik hag an teknologiezhioù niverel e Brest he deus choazet lakaat e pleustr pemp obererezh evit ar brezhoneg a-benn ar blez é tonet. En o mesk e staliay ar skol ur panellerezh teiryezhek : brezhoneg, galleg ha saozneg àr he c'hampus. Kinnig a ray ivez ur gentel e brezhoneg d'he 1500 studier ha studierez adalek miz Gwengolo 2026. Ar pezh en doa lakaet e plas Yann Riou, kelenner àr ar matematikoù, un toullad blezadoù 'zo dija. Muioc'h a zisplegadennoù geton ha get Jean-Marie Guyader, bez-prezidant an enklaskoù en ISEN.

Ar pennad-kaoz-se zo bet kaset get Maëlys Poublanc a Arvorig FM.

Gober stand up e brezhoneg. Posubl eo evel just, ha lakaet eo bet zoken e pleustr ar menoz-se gant ar Brezhoweb komedi klub.

Digwener paset e oa bet aozet un nozvezh fent filmet get Brezhoweb.

Un tregont den bennak a oa daet da selaou ar farsourrion deuet a bep seurt kornioù bro : Treger, Leon, Kerne, Bro Gwened.

Aodren Trehin a oa aet àr blas e ti Brezhoweb, en Alre. Diouzhtu en he reportaj ho po tro da glevet ar farsour Stefan, Dewi Siberil hag arvestourezed hag arvesterion (Anne-Sophie, Guillaume, hag Aziliz) a laray o soñj àr an abadenn.

Evit gwelet an abadenn a bezh àr Brezhoweb e vo ret gortoz betek kreiz pe fin miz Du.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-Krouet en deus Elon Musk Grokipedia, un ansiklopedi nevez lakaet enlinenn, kinniget eil un eil choej gwelloc’h eget Wikipedia.

-Dec’h e oa bet an dilennadegoù kannaded diarbennet a oa en Izel-vroioù.

-Termenadenn ofisiel ar palfors a zo bet chañjet da vat el lezenn.

-Reoliet e vo strizhoc’h an toulloù argant àr ar c’hontoù adalek miz Du 2026.

-Lakaet eo dies ul lodenn vrasaoc’h vrasañ ag ar boblañs evit paeañ ar fakturennoù energiezh.