Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Gallout a rit prenañ o kilometroù war lec'hienn ar Redadeg
Etre an 8 hag ar 16 a viz Mae 2026 e vo distro ar redadeg. Met pas n’eus forzh peseurt hani ! An 10 vet redadeg e vo dija! Loc’hañ a ray a Lannuon evit degouezh e Naoned. Lañset eo bet gwerzh ar c’hilometroù get ar skipailh a-youl vat hag ar c’hopridi e saloñs al levroù e Karaez e-pad an dibenn-sizhun. Hiroc’h vo laret doc’htu get Fulup Kere, ar rener.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
"Habitants : les nouveaux invisibles"
Mont a ra war wasaat enkadenn al lojeiz b’ar vro, dreist-holl er c’hêrioù vras ha war an aod. Gilles Lurton Maer Sant-Maloù a zo en tu dehou neus divizet reoliañ ar feurmoù berr-bad Airbnb kuit ma vefe goulo kêr gloz Sant Maloù. Un trec’h eo deus ar c’henstroll Saint Malo j’y vis j’y reste bet savet gant Véronique Deschamps a zo koñversañtez er gêr kloz. Ha justamant emañ o paouez embann ul levr « habitants : les nouveaux invisibles ». Lakaat a ra war well kudennoù annezidi Sant Maloù a zo lakaet a gostez gant ar galloudoù publik peogwir eo ar veajourien int erest pennañ ar pennoù bras hervezi. Al levr zo bet kensavet gant Nil Caouissin kuzulier rannvro an tu kleiz emrenour UDB arbennikaet war kudenn al lojeiz, selaouomp anezhañ diouzhtu da vare an emvod kelaouiñ a oa bet aozet dilun e Sant Maloù.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da glevet ivez er c'heleier
Korventenn Melissa e Jamaika
Jeu etre SUA ha Venezuela
Gwallet eo bet emglev an harz-tennañ gant lu Israel en-dro.
Soudard russian zo erruet e Pokrovsk
Nebeutoc'h a girri nij e Aerborzh Brest Breizh.

