Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier get Anton Burel
Penaos emañ stad an embann e Breizh ?
Setu sujed un daol-grenn a oa disadorn mintin. Bodet e oa Herve Gourmelon, prezidant ti-embann Skol Vreizh, Jean-Marie Goater e penn an ti-embann ag an hevelep anv, Goater, ha Brendan Guillouzic-Gouret ag an ti-embann kevredigezhel Timilenn. Lakaet ‘zo bet ar gaoz àr an diesterioù strukturel él ar fed m’eo kreizennet-tre e Pariz bed an embann hag ar mediaoù, ar pezh a lak dies da skignañ levroù a Breizh. Met an tem pennañ er gaozeadenn a oa evel just efedoù freuz-stal Coop Breizh a zo bet bras àr an embann e Breizh. Evit kompren eo ret gouiet an embregerezh-se a skigne levrioù un 60 embanner bennak diàr ar 150 a zo er vro. Bresk eo da vat ar c’hempouez ekonomikel e bed ar levroù er vro. Perseurt diskoulmoù padus neuze? Setu respont Herve Gourmelon.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Geriadur ar menezioù Are.
Dizoloomp ul levr a zo bet kinniget er saloñs. Un darvoud eo embann al levr-se ! Geriadur menezioù Are an hani eo. Kaset ha kenurzhiet eo bet get François de Beaulieu. Skrivagner, istorour, kelennour ha stourmer ekolokour, àr e leve bremañ, bevet en deus blezadoù e Menezioù Are. Met ul levr a-stroll eo eo ar geriadur-mañ, skrivet e galleg. Yann-Lug Kloareg, unan a daou goprad Skol Vreizh, embanner al levr a lara hiroc’h deomp diàrnon.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevet ivez er c'heleier
Catherine Connolly a zo prezidantez nevez Republik Iwerzhon
Bresk eo an harz tennañ e Gaza hag e Liban gant an Israeliz o kenderc'hel gant ar bombezadegoù
Keloù deus Gouel al levrioù e Breizh
Krogadoù an dibenn-sizhun

