Keleier ar vro d'ar Meurzh 28 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 28 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Hag anav a rit glad Molenez ?

Labouret he doa skipailh BCD (Bretagne Culture Diversité) àrlene àr glad bev an enezenn, ha savet diàr ar renabl-mañ un teul kant pajenn. Met un tamm re skiantel e oa disoc'h ar mell labour-se ha c'hoant o deus bet tud Molenez lakaat àr wel o glad dre stummoù arall. Ur bodad labour a youl-vat en deus ijinet diàr neuze un heuliad 9 podkast àr buhez Molenez. Agathe Seite he doa kemeret perzh, aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

Ar podkastoù a zo da gaouit dre lec'hienn ti-kêr Molenez, er rann « glad bev ».

Mouv' nat, ur sport da zijoloiñ!

Erwan Kloareg, zo kelenner arzoù emgann, a ginnig ur mod arall d’ober sport get an hentenn anvet « Mouv Nat’ «  pe « mouvement naturel ». En Uhelgoad e ro kentelioù bep merc’her edan anv ar gevredigezh « La pratique sauvage ». Muioc’h a zisplegadennoù geton. Emañ get Erwan Blanchard.

Ha da glevet ivez er c'heleier

-Ur gorventenn drastus a zo é tostaat doc’h Jamaika, Melissa e anv.

-Paul Biya, 92 vlez, a zo dilennet d’ober un 8 vet resped él prezidant e Kameroun.

-E Bro-Frañs, emañ atav ar gannaded é klask sevel ur budjed evit 2026.

-Un odiañs a vo ar sizhun é tonet evit digoll a reuzidi en afer Joel ar Skouarneg.

-Kondaonet eo bet dec’h Seddik Benbahlouli, a oa ezel a Gang Roubaix.

-Emañ grip ar yer en em streviañ e Europa.

-François Cuillandre a faota dezhon bout maer Brest evit ar 5vet gwezh. Un dilennadeg diabarzh a vo er PS da ouiet ma vo penn al listenn.