Radio Breizh
Ouzhpenn ar gwad e c'haller reiñ: an AFS a c'halv an nen da reiñ Plasma!
An EFS, aozadur gall ar gwad, a zo é paouez sevel ur galv evit reiñ plasma. 1000 roadenn bep sizhun a vehe afer e Breizh melestradurel evit tizhañ ar pal. Didier Mercier en deus dija roet 118 gwezh e gwad !!Un diplom en deus tapet e miz Gwenholon get un 30 den bennak arall evit en drugarekaat. Laouen eo atav da desteniañ ra da vrudiñ ar jestr keodedour eo kustum gober. Emañ gant Aodren Trehin.
Elowenn Delorme zo bet e kampionad ar Bed Sambo!
‘Ba Kampionad ar bed Sambo ‘neus kemeret perzh Elowenn Delorme e penn kentañ miz Here ! Ar plac’h yaouank a orin eus Brasparzh zo ezelez ar c’hleub Celtic Kombat Pleiben zo erru e 7vet plas eus ar renkadur fin ‘ba Indonezia… Ur bloavezh dreist ‘neus bevet Elowenn kar ouzhpenn gant ar Sambo emañ met gant boks thai ha gouren. Gounezet 'noa kampionad Europa espoirs he rummad e-kerzh an nevez hañv ‘ba Lokournan… Muioc’h ganti diwar benn ar Sambo… Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzphenn 'bar c'heleier
Bloody Sunday: didamallet eo bet ar soudard F gant lez varn Belfast
Dilennadegoù prezidant 'vo 'ba Republik Iwerzhon
Arkea Park: n'eo ket ur raktres evit mat an holl!
Saloñs al levrioù 'ba Karaez 'vo a hed an dibenn-sizhun
Melldroad: War-raok Gwengamp 'degemer Clermont fenoz!

