Keleier ar vro d'ar Yaou 23 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 23 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

« Luskenn » : ur strollad kanañ nevez e brezhoneg, evit ar plac'hed

Lazoù-kanañ evit ar baotred zo dija, evel mouezh paotred Breizh, met evit poent ne oa hini ebet gant maouezed hepken. Douget eo ar raktres gant Lena Le Coz ha Vefa Gwenegan. 'Benn ar Sul 2 a viz Du en em vodo ar strollad evit ar bleustradeg kentañ e ti ar vro Kemper...

Eskemmoù etrevroadel evit ar re yaouank : en em zigeriñ war ar bed

An eskemmoù etrevroadel gant ar skolioù zo ur perzh bras evit digeriñ spered ar re yaouank war ar bed. Setu perak ‘vez aozet, bep bloaz, gant Skolaj Diwan ar Relecq-Kerhuon ur gevelaj gant ur skolaj eus Bro Euskadi. Nevez zo ‘oa tud yaouank eus Tolosa e Euskadi amañ ‘bar vro evit kaout un tañva eus ar vuhez e Breizh. Awen Philippe ‘noa degemeret Martin, un euskarad yaouank, ‘bar gêr e Montroulez...

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Prestiñ a raio ar parlamant european 35 miliard a euroioù da Ukrenia

- 3000 den er Rouantelezh-Unanet a zougo klemm a-enep an embregerezh Amerikan Johnson and Johnson

- Marine Tondelier a zo danvez prezidantez evit dilennadegoù 2027

- Skornet e vo reform al leveoù gant kuzul ar vinistred hiziv

- Ehanet eo ar raktres da sevel ur stad mell-droad nevez e Gwipavaz evit ar Stade Brestois

- Diaesterioù ekonomikel 'zo gant an embregerezh La Trinitaine

- Priziet eo bet kêr Pontekroaz, er C'hab, gant ul label touristelezh eus an Unesco