Radio Breizh
Peseurt efedoù war ar radioioù kevredigezhel m'eo digresket an FSER?
Gall ‘rafe ar radioioù kevredigezhel koll kalz gant ar budjed e 2026. Ur raktres zo digreskiñ an FSER eus 44 % e 2026. An FSER eo ar yalc’hadoù zo roet gant ar Stad d’ar radioioù kevrediugezhel. Diwar ur budjed a 35 milion a euroioù ‘vefe lamet kuit 16 milion. Peadra da lakaat ar radioioù bihan en dankjer bras ‘vel ar radioioù e brezhoneg emaoc’h o selaou : Arvorig FM, RKB, RBG, Radio Kerne, Radio Treger-Goelo… Peseurt efedoù c’hallfe bout war ar radioioù kevredigezhel... Roomp ar gaoz da gentañ da gQuentin Bleuzen zo implijet gant radio U ha war lerc'h 'vo klevet Pauline Daniel zo kenurzhierez Arvorig FM. Kaset eo ar pennadoù gant Erwan Blanchard.
Ur greizenn dudi e brezhoneg 'ba Naoned!
Patati ! Setu anv ar greizenn dudi e brezhoneg bet digoret en distro-skol e bro Naoned. Bep Merc'her e tegemer etre 15 hag 20 bugel eus meurgêr Naoned e Sant-Ervlan, er greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Hag ar sizhun-mañ eo digor Patati evit degemer ar vugale 'pad ar vakañsoù skol evit ar wech kentañ. Selaouomp da gentañ Melaine Looten, ezel eus ar gevredigezh, da vare lid digeriñ Patati, ar sizhun dremenet. Ur reportaj gant Liza Jakez-Vargas e Radio an Naoned.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Lañset eo ar prantad tabutal war budjed Stad Bro-C'hall e 2026
Sarkozy 'ban toull-bac'h: ur vodadeg evit lidañ an darvoud 'ba Ploervel!!
Sanae Takaichi zo ministrez kentañ Bro-Japan
RC Gwened-FC Grenoble 'vo c'hoariet 'ba Roazhon d'ar 16 a viz Du

