Radio Breizh
Kinniget e oa bet ar c'heleier et Aodren Trehin ar mintin-mañ.
An Istoer Vras kontet dre blanedennoù bretonezed !
Setu heuliad radio Boulc’hurun zo bet savet ha sevenet get Nolwen Quioc. 10 rann ‘ya d’ober ar stiriad a gas ar selaouerezed hag ar selaouerion da veur a vare dishañval ag an Istoer. Da selaou emañ ar stirad àr Arvorig FM bamdez e-korf vakañsoù an hollsent adalek kreiztez. Roomp ar gaoz da Nolwen Quioc, dezhi da displegañ ‘pezh ‘neus lakaet anezhi da gaouit c’hoant kas ac’hanomp àr roudoù maouezed meur Breizh. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
Un darvoud a oa bet e Begerel, kêr al levrioù da zigarez 100 vlez Gwalarn.
Ul lec’h choejet mat evit aoziñ un darvoud da zigarez 100 vlez ar gelaouenn lennegel.
Ar sizhun tremenet e oa bet aozet 2 prantad dishenval en darvoud : an hani gentan a oa un droiad hentet e brezhoneg en diskouezadeg gouestlet d’ar gelaouenn get Erwan Hupel. Arbenikaet eo ar c’helennour skol-Veur àr ar sujed. Savet en doe un dezenn diàr Gwalarn justawalc’h. Hag an eil darvoud a oe disul : Skignet e oa bet an teulfilm Naig ha me savet get Claire Villalon. Rein a ra enor d’ar skrivagnerez ha barhez Naig Rozmor, aet d’an anaon e 2015.
Catherine Guérin eo an hani he doa aozet an darvoudoù get Ti ar Vro Dinan ha Ti al Levrioù. Emañ get Anton Burel.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Da heul e gondaonidigezh ar 25 viz Gwenholon, Nicolas Sarkozy a yay en toull-bac’h tuchantig.
-Ur sapre taol-laerezh a oa bet graet disul e mirdi al Louvre.
-Un aliañs a vo en dilennadegoù ti-kêr e Roazhon etre ar PS hag ar luskad Confluences (EELV, UDB, Nouvelle donne ha keodedourion.ezed) adalek an dro kentañ.
-En Oriant, difennet en deus ar prefed un tolpadeg raktreset get ur strollad faskour a-benn disadorn é tonet.
-Rannvro Breizh a aozay e 2026 ur c’henemglev keodedel bras diàr an digrezennañ.

