Radio Breizh
Fest-Noz Yaouank a vrouda ar grouidigezh!
Evit ar 26vet gwech eo bet bodet miliadoù a dud deus Breizh a-bezh e fest-noz brasañ ar bed ba sal ar frankiz e Roazhon : Fest-noz Yaouank ! Ma ‘z eus bet un tamm nebeutoc’h a dud, 4700 e plas 5400 warlene ... neun bet plijadur an dud o tañsal etre 4e met kat d’enderv betek 5e ha kart beure. Ur raktres ispisial oa bet savet evit Yaouank, pezh zo kustum da ober aozerien Yaouank bep bloaz, hag ar bloaz-mañ e oa KapKozmik ha neus graet berzh war al leurenn ur raktres kensavet gant Bagad Kap Kaval ha Modkozmik. Selaouomp Louri ha Lors diouzhtu … Emañ gant Maelys, e Radio an Naoned.
Reneveziñ an tiez en ur mod ekologel
Kalz tiez kozh e mein a zo da reneveziñ e Breizh ha n'eo ket aes atav gouzout penaos kas chanterioù en ur vezañ doujus eus an endro ha deus ar savadurioù. Ar gevredigezh « approche écohabitat » a ginnige gweladenniñ un tregont ti pe chanter e Penn-ar-Bed e-pad an dibenn sizhun, evit reiñ skouerioù ha mennozhioù d'an dud a gempenn tiez. Solen Malrieu, a zo ezel eus ar gevredigezh, he doa digoret dorioù chanter he fenn-ti e Tregeneg, e bro Vigoudenn, dec'h. Kontañ a ra deomp da gentañ perak reneveziñ en ur mod ekologel... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Budjed ar Stad-C'hall evit 2026 zo war ar stern
Eus 44% e vefe digresket ar skoazell evit ar radioioù
Ur Moaï zo bet savet 'ba traonienn ar Sent
No Kings, No fascists: 7 milion a amerikaned o vanifestiñ ouzh Trump war straedoù USA
Torret eo bet an harzh-an-tan 'ba Gaza
Rodrigo Paz, prezidant nevez Bolivia
Hudu e komans Open Tenniz Challenger Brest
Badminton Top 12: Rostren zo bet terc'h war vBourdel!

