Keleier ar vro d'ar Gwener 17 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 17 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Dalc’het ‘vo kentañ tro an dilennadegoù ti-kêr a-benn ar 15 a viz Meurzh, sañset.

Nevez zo eo bet embannet get an tu kleiz e Landerne anv an hani a vo é klask monet e penn ar gumun: Gladys Grelaud ‘zo bet dibabet. Anavet eo er vro evit bout kuzulierez rannvro Breizh get an tu kreñv. Ar al listenn kaset geti emañ Tangi Tomin. Muioc’h a displegadennoù geton. Emañ get Erwan Blanchard.

Gouestlet en deus ar media Splann ! e enklask diwezhañ d'an ospital publik e Breizh.

Lies eo ar c'hudennoù e ospitalioù ar vro. Ur gudenn vras arall eo ar sistem argantaouiñ bet lakaet e plas e 2003, en deus krouet prizioù evit pep ober mezegel. Muioc'h a ditouroù get Caroline Trouillet, unan ag an div gazetennourez he deus kaset da benn an enklask-se, asambl get Isabelle Jarjaille. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

Pevar pennad a zo d'an enklask, a c'hellit lenn digoust e brezhoneg dre lec'hienn Splann ! Nac'het o deus ospitalioù zo reiñ teulioù publik da Splann evit o enklask. Bec'h a zo àr ar frankiz kelaouiñ en enklask-se.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Achapet en deus dec’h ar c’hentañ ministr Sébastien Lecornu d’ar sañsur.

-Ur c’hresk rekord a tolpadur a CO2 en atmosferenn a zo bet e 2024.

-Ur gartenn nevez a zo bet embannet enlinenn get kevredigezhioù evit anaviñ kalite an dour e pep kumun e Bro-Frañs.

-Kadarnaet eo bet krouidigezh gwarezva naturel Gwiseni, kostez Brest.

-Ur stroll a zo bet nevez savet get klañvidi o deus gouzañvet re a skinoù X e ospital Sant-Brieg etre 2012 ha 2024.