Radio Breizh
Bloody Sunday: dalc'het eo ar proses eus ar soudard F 'ba Belfast
Proses ar soudard F zo dalc’het ‘ba Belfast er mare mañ ! Ar soudard F zo unan eus ar soudarded para ‘oa bet kaset da derriñ ar vanifestadeg ‘oa bet renet gant stourmerien evit gwirioù mab den ‘ba Derry. 53 bloaz zo, d’an 30 a viz Genver 1972, ‘oa c’hoarvezet ar bloody Sunday, ar sulvez gwadek. 14 iwerzhoned katolik yaouank ‘oa bet lazhet gant lu rouantelezh unaned ‘pa oa chomet sioul an engroez ‘noa kemeret perzh ‘bar vanifesatdeg. Gortozet eo ar proses mañ abaoe bloavezhioù gant iwerzhoniz sur deoc’h… . Evel Eva Ni Mheallain, iwerzhonadez anezhi, a orin eus Armagh zo tost eus Belfast… Emañ gant Erwan Blanchard.
"Kostum Park" eo ar sal basket nevez 'ba Kemper!
En dibenn-sizhun paseet e oa bet digoret sal vras an Dour Wenn e Kemper. Anvet eo ez ofisiel « Kostum Park - à nous la vie », evit lakaat war wel merkoù an arc'hantaouerien brevez. Ur sal ouzhepnn 8000 m² hag a c’hell degemer betek 3500 a dud. Ha leun oa just- a-walc’h evit an darvoud kentañ er sal, krogad skipailh basket ar Meot ! Keven ar Fur, preizdant ar BK family zo he fal sikour ar c’hlub da sevel raktresoù tro-dro d’ar basketball a oa evel-just eno. Ur sal hag gortozet 'baoe pell eo gant harperien hag harperezed ar Meot... Kaset eo ar pennad-kaoz gant Morgane Cotten e Radio Kerne.
Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier
Skornet eo reform al leveoù betek an dilennadegoù prezidant e 2027
Digoret eo tremen lec'h Rafah evit gellout kas marc'hadoureh da C'haza
Madagascar: dalc'het zo un taol Stad
Milieroù a dud war ar straedoù 'ba Gres a enep an devezhioù labour 13 eurvezh
Manifestet e vo warc'hoazh evit derc'hel ar master Keltiek 'ban UBO 'ba Brest