Keleier ar vro d'ar Meurzh 14 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 14 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas

Kendec'hel a ra ar brezel en Ukrenia...

Dec’h oa bet tapet kêriadenn Ternove e reter rannvro Dnipropetrovsk e Ukrenia hag emgannoù start a zo en Donbass a-bezh, dreist-holl e Pokrovsk hag e Koupiansk. Keleier eus Ukraina a gaver ivez e kazetenn ar Poc’her. Rak aet e oa Erwan Chartier, penn-kazetenner ar gazetenn sizhuniek, d'ober pennadoù kaoz en Odessa e-pad ur sizhunvezh. Kontañ a ra deomp penaos e oa e veaj en Ukraina …

Ha klevet ho peus anv eus Iwerzhoniz Breizh ?

Nebeud anavezet eo istor an Iwerzhoniz divroet a oa deuet da vevañ amañ er 17vet ha 18vet kantved, evit tec'hout ouzh ar Saozon. "Les Irlandais de Bretagne", setu anv ivez un arvest a zo bet savet bloaz zo da vare emvod ar gelted, diwar-benn an istor-se. Kenderc’hel a ra an arvest da dreiñ er mare-mañ ha da vevañ gant ul levr-pladenn hag ur bladenn nevez. Eamon o Ciosain zo bet er skipailh en deus savet an arvest" Les irlandais de Bretagne". Arbennik eo ar c’helenner war ar sujed hag embannet en deus meur a levr war an tem-se. Kinnig a ra an arzourien hag arzourezed deomp evit kregiñ.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Dieubet eo bet an ostajoù Israelian dec'h ha tost 2000 prizoniad Palestinian

- Bec'h 'zo bet disul e straedoù Gasteiz e Euskadi, etre ur strollad faskour falanjist hag enep-faskourien Euskarad

- Kinnig a raio Lecornu e vudjed d'ar vinistred ar mintin-mañ

- Bac'het e vo Nicolas Sarkozy 'benn ur 'zhun

- Barnet e oa daou zen den e lez-varn Brest dec'h, o doa plantet tan e burevioù ar PS e Karaez