Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Harz an tan e Gaza

Lakaet e pleustr ar steuñv da derc’hel un harz-an-tan e bandenn Gaza… Daou vloaz zo bremañ ‘oa bet roet lañs da oberadenn dour beuz al Aqsa gant strolladoù broadelour palestinad. 67.000 palestinad ‘zo bet lazhet, da nebeutañ hervez Ministrerezh Gaza ar Yec’hed, Hervez Francesca Albanese danevellerez ispisial ar broadoù unanet e karg deus an tirriadoù palestinian ac’hubet e vefe kentoc’h 680.000 den lazhet. Milieroù anezho zo bet gloazet o c’horf gant ar bombezadegoù war dachenn Gaza. Pa ‘oa bet dilennet arlevier Stadoù-Unanet en doa embannet Donald Trump e teufe a benn da grouiñ un emglev peoc’h ‘ba Gaza. Evit poent n’eo nemet un emglev harz an tan, ennañ 20 kraf, o tisplegañ ar mod ma vo dazont Gaza. Paouezet gant ar bombezadegoù abaoe diriaou, gwir eo, koulskoude n’eo ket sur e bado pell. Selaouomp soñj Anna Tomin, ezelez eus AFPS Brest, war an emglev…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Emvod-meur ar gevredigezh Kelennomp!

War digresk e ya an deskadurezh brezhoneg-galleg ! Ma n’eo ket embannet ar sifrou an niver a skolidi zo enskrivet ‘ban hentennou divyezhek pe Diwan ‘vo keloù fall da glevout. Disadorn ‘oa dalc’het emvod meur Kelennomp ! ‘Bar gevredigezh se eo bodet ar gelennerien brezhoneg-galleg ‘ba Breizh… Ronan Kerbiquet zo kenurzhier Kelennomp ! ha Mallorie Creac’h, a zo prezidantez Kelennomp ! Emaint gant Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard


Ha da glevet ivez er c'heleier:

  • Maria Corida Machado a zo e penn an tu-dehou pellañ e Venezuela he deus resevet priz nobel ar peoc'h

  • Maodierned ar gouarnamant c'hall nevez a zo bet anvet.

  • Redadeg Tout Rennes Court