Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Diastuzerioù ha labour douar
Kreñv e chom c'hoazh an enebiezh ouzh al lezenn Duplomb. Ur c'hinnig lezenn a c'houlenn e vefe nullet ; ha studiet e vo gant ur c'homision ar sinadeg a-enep al lezenn Duplomb en doa dastumet ouzhpenn 2 vilion a sinadurioù e-pad an hañv. Ar sindikad labour-douar KBSLD (Kevread broadel sindikadoù al labourioù-douar) en deus soutennet mort al lezenn-se. Met al labourerien-douar eo ar re gantañ a c'houzañv efedoù an diastuzerioù. Alain Ollivier a zo labourer-douar war e leve e Plouenan e-kichen Kastell-Paol. Implijet en deus pestisidoù pe diastuzerioù a-hed e vuhez micherel ha daou grinn-bev en deus bet 'blam da se. A-drugarez d'ar strollad « collectif des victimes de pesticides de l'ouest » eo bet anavezet e c'hleñvedoù evel kleñvedoù micherel, met n'eo ket aes d'al labourerien-douar goulenn sikour...
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Skignadenn an teulfilm diwar-benn Roparz Hemon
Deiz ha bloaz Gwalarn justamant 100 vloaz ‘zo ‘oa boulc’het ul luskad lennegel nevez e brezhoneg. Roparz Hemon eo ‘ni ‘noa roet lañs d’ar gelaouenn Gwalarn. Hag ar film ‘oa bet savet diwar e benn e 2000 gant Soazig Danielou ‘vo embannet warc’hoazh ‘ba Brest… Krouiñ ul lennegezh vodern ha digeriñ ar brezhoneg war lennegezh ar bed eo ‘pezh ‘neus klasket ober ar yezhonour eus Brest. Roparzh Hemon oa ivez an hini noa echuet labour unaniñ ar reizhskrivadur gant ar peurunvan. Ennañ ‘oa bet fiziet ivez sevel abadennoù radio e brezhoneg evit Radio Roazhon Breizh, ar radio ‘oa arc’hantet gant an alamanted evel darn vrasañ deus ar mediaioù en europa ac’hubet e-kerzh an eil brezel bed. Un den kompleks, muioc’h ‘vit pezh a c’haller sonjal... Ha da gentañ ur marc’h labour ‘oa e bal saveteiñ ar brezhoneg.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchart
Ha da glevet ivez er c'heleier:
Lakaet a zo bet e plas hiziv etre Emsav Palestinian an Dieubiñ Broadel ha Stad Israel
Serret eo Skol-veur Roazhon 2
Programm Gouel al levrioù e Breizh a zo bet embannet.
Krogadoù basket N1M