Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Peseurt rannvro evit Kerne-Veur ?
24 000 den o deus sinet, nevez zo, ar sinadeg evit ma vo anvet Kerne-Veur evel unan eus ar pemp broad ‘ya d’ober Rouantelezh-Unaned. Evit poent e kaver enni Bro-Skos, Bro-Saoz, Bro-Gembre hag Iwerzhon an hanternoz. Ha war ar marc’had e c’houlenn ul lodenn eus Kerne-Veuriz ma ‘vo roet muioc’h a emrenerezh d’o bro kar en dañjer e vefe da vout lonket gant ur rannvro vras… Muioc’h a zisplegadennoù gant Morwena Jenkin, kerne-veuradez anezhi, a heul a-dost politikerezh he bro…
Nevezentioù an embann
« Bedoù Nevez » zo un dastumad danevelloù skrivet gant Paskal an Intañv. Brudet eo ar skrivagner evit e levr skiant-faltazi anvet Udora oa bet embannet 10 vloaz zo dija. 7 Danevell a ra Bedoù nevez ... gant un danevellig 1000 sin a raok pep hini anezho. Temoù, broioù ha mareoù disheñvel a vez lakaet ar gaoz warne el levr, Gant petra eo unanet an danevelloù ? Selaouomp diouzhtu ar skrivagner...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Asantet o deus Israel hag an Hamas dec'h da noz lodenn gentañ un emglev harz-brezel e Gaza
- Harzhet e oa bet ar flotilla Thousands Madleen ar dec'h mintin gant an arme israelian
- Anvet e vo ur c'hentañ Ministr nevez gant Macron dindan daou zevezh
- Seiz stourmer.ez euskarat a zo bet barnet dimeurzh gant lez-varn Baiona evit bezañ sikouret divroidi
- Trouz a ra gwerzh eilti ar miliardour eus an tu dehoù pellañ Pierre-Edouard Sterin e Donibane Lohizun
- 300 atant a c'hellfe bezañ kastizet e Aodoù-an-Arvor peogwir ne reont striv ebet evit stourm a-enep d'ar bezhin glas
- Gwez 200 vloaz kozh a zo bet diskaret e Landegon