Keleier ar vro d'ar Merc'her 8 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 8 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Ar blez-mañ eh eus bet krouet ur font labour-douar e bro Douarnenez, anvet Kazel-ha-kazel.

Awenet eo get patrom « Terres de Liens ». Ur raktres brav ganet diàr diagnostik al labour-douar er vro-se e 2022 hag intrudu ur strollad keodedourion, o doa c'hoant sikour labourerezed ha labourerion-douar yaouank d'en em staliañ er vro. Ouzhpenn 60 000€ a zo bet dastumet dija get Kazel-ha-kazel evit prenañ o douaroù kentañ. Hollad ar sammad argant a zo da rastellaat a-benn fin ar blez. Muioc'h a ditouroù àr an avañtur-mañ get Katell Chantreau, a zo ezel ag ar gevredigezh ha kuzulierez e Douarnenez kumuniezh. Emañ get Metig Jakez-Vargas.


E brezhoneg e lakaa Kentin Daniel-Walter, henter ar glad, da anav gwelloc’h kêr An Oriant.

Plasenn Polig Montjarret ha tro-àr dro, anavet giz Plasenn tavarn ar Roue Morvan a oa ar welladenn kentañ er programm. Savadur ar vananezenn, Bali ar Bôve, savadurioù stil arz nevez pe c’hoazh a stil Hausmanian 'oe bet dielfennet asambl.

Setu Kentin Daniel-Walter ha Ioanna he doa kemeret perzh d’ar welladenn. Doc’h mikro Aodren Trehin e oant o daou.

Gwelladennoù arall a vo da heul. Ret eo lakaat ho anv dre lec’hienn web ti-kêr an Oriant mard oc’h dedennet da zonet.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Chom a ra un nebeut euriadoù hepken da Lecornu evit marc'hatañ get ar strolladoù politikel.

-An Abu pe Onu en deus lañset dilun enklaskoù nevez àr an torfedoù a zo graet en Afganistan.

-Muioc’h a THR pe TER a vo er blezadoù e tonet e Breizh.

-Mal eo bremañ kastizañ en deus disklêriet prefed Aodoù-an-Arvor François de Keréver dec’h da geñver ar stourm doc’h ar bezhin glas.