Keleier ar vro d'ar Meurzh 7 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 7 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Enkadenn bolitikel 'ba Frañs: soñj Pol Molac, depute Liot

E kreiz un enkadenn bolitikel emañ bro Frañs ur wech ouzhpenn. E-pad tost ur miz e oa bet ar c'hentañ Ministr, Sébastien Lecornu, o varc'hatañ gant ar strolladoù politikel hag ar sindikadoù evit sevel ur gouarnamant ha kinnig ur budjed a-raok fin ar bloaz. 'Benn ar fin e oa bet diskulhet anvioù ar vinistred nevez dec'h : ur gouarnamant makronist penn kil ha troad harpet gant ar Republikaned. Met n'eo padet ar gouarnamant-se nemet 15 eurvezh... rak roet en deus Sébastien Lecornu e zilez ar mintin-mañ d'ar prezidant Macron. Selaouomp reaktadenn Pol Molac, kannad ar Morbihan hag ezel eus ar strollad LIOT er breujoù. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Ne deuio ket Ferhat Mehenni da Saloñs al levrioù 'ba Karaez

Ne vo ket Ferat Mehenni evit dont da Garaez e fin ar miz-mañ. Setu aze ar pezh a oa bet roet da c’houzout disul gant aozerien Gouel al levrioù e Breizh. Ar barzh ha politikour kabil a oa bet lakaet da brezidant ar saloñs e penn kentañ ar bloaz. Abaoe ez eus savet meur a vouezh a-enep ar choaz-se. Un dizemglev a oa bet taolet sklêrijenn warnañ digwener a-drugarez d’ur pennad embannet enlinenn gant ar gazetenn Ya ! Ur pennad skrivet gant un den ezel eus ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell Kreiz Breizh hag a zo displeget ennañ dre ar munud pegen tost eo Ferat Mehenni hag e luskad dizalc’hour, anvet ar MAK, ouzh Stad Izrael met ivez ouzh an tu dehoù pellañ gall… Patrice Marquand, skriver ar pennad, en devoa respontet digwener da c’houlennoù Tomaz Laquaine en RTG.

Poltred: Ouest-France

Ur raktres kreizenn genwerzh e takad Bodeveno e Pleuwigner

kostez An Alre a gas bec’h a c’houde blezadoù. Ur vodadeg a oa aozet get ar gevredigezh Paré (« Pluvigner avenir respect équilibre ») dimerc’her paset da zigarez ur bazenn nevez er stourm doc’h ar raktres. Gwendal Kerneis, ezel a Paré, hag a heulia a dostr-tre an afer, ha Jean-Christophe Cordaillat, dilennad e Landaol a oa doc’h mikro Aodren Trehin.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Daou vloaz zo 'oa bet kaset an dagadenn veur gant an Hamas ouzh Izrael

  • Gen Z 212: kenderc'hel 'ra ar stourm 'ba Marroko

  • Nick Cave 'vo 'ba Karaez e 2026 da geñver an Erer Kozh