Keleier ar vro d'ar Lun 6 a viz Here 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Lun 6 a viz Here 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Disadorn e oa leun chouk sal ar c’hoariva gwer e Kastell-Briant. 450 a dud a oa deuet e lid roidigezh kolieroù an Erminig 2025.

4 Den a zo bet Erminiget ar blez-mañ : Gweltaz Buron, istorour ha yezhoniour a vro Wenrann, Jakez Bernard produer sonerezh ha bet prezidant al label « Produet e Breizh » a vro Gerne, an dregeriadez Anne Auffret, kanourez ha telennourez anezhi. An arkeologour a vro saoz Barry Cunliffe a zo bet erminiget ivez. Laouen-tre eo resevout ar c’holier.

Setu ur pennad-kaoz get Anton Burel.

Dec’h e oa bet roet prizioù an AEB get Kevredigezh skrivagnierien Breizh a vod ouzhpenn tri c’hant skrivagnour.

Dalc’het e oa bet e Ti al levrioù e Begerel e Bro Roazhon. Herve Seubil Kernaudour en deus gounezet an eil priz evit e levr Dindan pavezioù Gwengamp hag Eliane Ansquer an trede priz evit he levr Billi Ton Sardin. Setu ar skrivagnour Herve ar Gall en deus gounezet ar c’hentañ priz get e levr D’an Emgann Morvan ha Michel Priziac, kadoriad Kevredigezh Skrivagnourion Breizh a oa bet goulennataet get Anton Burel.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Dileuridi ag an daou du, palesinad, hag israelian a geja hiriv e Bro Ejipt evit klask sevel un emglev peoc'h.

-Ur gouarnamant nevez a zo bet anvet neizhour get Sébastien Lecornu.

-Dilennidi LFI a zo é ober harz debriñ goude bout bet arestet er charreadeg kostez Israel.

-Un den a vo barnet e galv en afer Pelicot hiriv.

-Un tamm sport evit achiv : Handball ar merc'hed ha melldroad ar baotred.