Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Meur a gant manifestadeg a oa aozet er c’hwec’h korn dec’h.
Manifestadegoù doc’h ar politikerezh a zo kaset get ar gouarnamantoù anvet get Emmanuel Macron e korf ar mizioù paset, ha doc’h strizhder ar budjedoù evit digreskiñ dle ar Stad C’hall. Met manifestet eo bet ivez evit laret d’ar pennoù bras e rank Bro-C’hall lakaat e plas politikerezhioù get muioc’h a justis sokial ha lakaat ar re binvidikañ da gemer perzh ‘barzh ar strivoù zo d’ober. Deomp da Vontroulez e lec’h ma oa tost 1000 den é vanifestiñ dre galv ar sindikadoù…
3000 manifestour e Brest, 6000 e Roazhon, 7500 e Naoned, 500 e Gwengamp, 1000 e Lannuon, 2000 en Oriant. M’eo aet àr ziskenn an niver a dud é vanifestiñ dec’h, e chom kreñv an azgoulennoù a zo embannet e korf ar manifestadegoù.
E Gwengamp, un arrêté a oa bet tapet dimerc’her noz get prefed Aodoù-an-Arvor, da aotre implij dronoù da filmañ ar vanifesterion.
E-giz respont d’ar prefed e oa bet graet ur rekour mallus a-enep an arreté-mañ e lez-varn melestradurel Roazhon get Gael Roblin, kuzulier kêr e Gwengamp. Distaolet e oa bet e rekour get lez-varn melestradurel Roazhon met dec’h atav, ne oa ket bet gwelet dron ebet é nijal a-us da Wengamp. Displegañ a ra deomp perak e faote dezhañ monet a-enep an diviz dreistordinal-se.
Aterset e oa bet Gael Roblin get Tomaz Laken a Radio kreiz Breizh.
100vet deiz-ha-blez Youenn Gwernig a vehe bet lidet ar blez-mañ m'en dehe bevet betek hiziv.
Evit reiñ enor dezhañ o deus divizet annezidi Skaer aozañ un dibenn sizhun tro-tro da arzour brudetañ ar gumun. Disadorn e vo skignet teulfilmoù diàr-benn ar skrivagner Bout vo an teul film anvet « Gant Youenn Vras » hag unan arall anvet « En dro da Youenn ». Gwenn Guyomarc'h, hag a gemera perzh e aozadur al lid evit skol Divyezh Skaer, a gonta hiroc'h deomp àr programm ar Sul.
Gwenn Guyomarc'h ag ar gevredigezh Div Yezh Skaer a oa bet aterset get Marianne Vaidie a radio Kerne. Ul leurenn digor a vo a-hed an enderv disul ha kanañ a ray unan a merc'hed an arzour.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Manifestadegoù a zo e Maroko. Goude ur c’hwec’hved devezh da heul é vanifestiñ eo marvet 3 den.
-Emañ lez ar c'hontoù àr chouk 13 ti-bank en afer Cumcum, un afer floderezh d'an tasoù.
-Ouzhpenn 1700 den a zo bet anavet él tud ne rankehent ket labourat e darempred get menored, neoazh e oant dija en o fost.