Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Un teulfilm diwar-benn strollad ar "Ramoneurs de Menhirs"
Abaoe 2006 e son ar strollad punk e Breizh hag er bed a-bezh. Brudet mat int bremañ gant o sonerezh breizhad mod punk. Heuliet he deus skipailh sevener ar film, Laurent Jezequel, troiadoù ar Ramoneurs deus gouel Yaouank e Roazhon betek ar gouel Lyon Antifa Fest. Roet e vez ar gaoz da izili ar strollad, met ivez da strolladoù all ha d’e arvesterien. Rakskignadenn ar film a oa dec’h da noz e Cinéville Gwern ar Sec’h e-kichen Roazhon, asambles gant izili ar Ramoneurs. Selaouomp Gwenael Kere a zo unan deus kanerien ar strollad…
Disul e krogo ar festival Yaouank
Brudet eo ar festival-mañ gant fest-noz brasañ Breizh, a gloz an darvoud bep bloaz. Met padout a ra 2 sizhunvezh ! Darvoudoù a-leizh a vo e Bro Roazhon : Festoù noz, sonadegoù, prezegennoù… muioc'h a ditouroù gant Ael Anna Mazé sekretourez Produiñ skeudenn Bro Roazhon a aoz ar festival…
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kendec'hel a ra bigi zo eus ar global sumud flotilla da vont war-raok
- Gervel a ra ar sindikadoù hiziv da vanifestiñ a-enep politikerezh ar gouarnamant
- Kontrollet e vez miliadoù a dud gant ar C'haf, kef ar skoazelloù familh, diwar goulenn ar polis
- Gellout a rafe ar justiz european adlañsañ an afer Darmanin
- 60 testenni nevez a aferioù feulster er skolioù kristen a vo kaset da lez-varn Brest

