Radio Breizh
Un diouer a salioù konsert zo 'ba Breizh
... Setu ar pezh a zo bet embannet gant "le collectif des collectifs", 7 kevredigezh bodet asambles da lakaat war wel ar gudenn-mañ. Ail noir, Cool Raoul, Diskar, Fun Club rade de Brest, La dernière pluie, Petit Tonnerre ha Tricard : setu anvioù ar c'hevredigezhoù a gustum aozañ sonadegoù "alternativel", da lavaret eo sonerezh Punk, Noïse pe elktro, gant sonerien ha n'int ket a-vicher. Neuze perak eo ken diaes aozañ sonadegoù e Brest hiziv an deiz ? Selaouomp respont Mael, a zo ezel eus "Petit tonnerre", ur gevredigezh troet war ar sonerezh punk. Emañ gant Pauline Daniel en Arvorig FM.
Un devezh ar miz 'ba Brenniliz evit talañ ouzh an dezerzhioù mezegel
Adalek ar miz mañ yaio Benjamin Frankaert da Vrenniliz da labourat un devezh ar miz. Staliet eo ar mezeg ‘ba Sizun giz medisin hollegour. Ha divizet ’neus postañ un devezh ar miz ‘ba Brenniliz evit talañ ouzh an diouer a vedisined ‘zo ‘ba kumuniezh Menez Are. Lanset ‘noa ar soñj se un nebeut zo. Ur soñj zo bet lakaet e pleustr ‘ba Frañs gant minister ar yec’hed. Un nebeut displegadennou gantañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da sealou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Kabila zo bet kondaonet d'ar marv
Tredan 'ba Ukrena: kreizenn Zaporija zo diluget abaoe ur sizhun
Gaza: Netanyahou a dislavar ar steunv da vont beket ar peoc'h kinniget gant Trump
24 AESH zo bet dic'hopret 'ba Isle-ha-Gwilen
Ur master klass konterien e brezhoneg 'ba Pondi
Nicolas Jestin zo kampion ar bed canoe 'ba Penrith

