Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Atalieroù war an diaesterioù melestradurel
Miliardoù euroioù a skoazelloù arc'hant a chom hep bezañ dasparzhet bep bloaz e Frañs. 36% eus an dud a c'hellfe resevout an RSA ne c'houlennont ket ar skoazell-se da skouer, pe c'hoazh 27 % eus an dud a c'hellfe resevout ar prim labour (prime d'activité) ne reont ket kennebeut. Pelloc'h pellañ emañ ar servijoù publik diouzh ar boblañs, 'blam d'ar savennoù internet da skouer, met ivez d'an diouer a servijoù publik war ar maezioù da skouer. E bro Douarnenez hag ar C'hab e vo aozet atalieroù teatr forum gant ar strollad c'hoariva La Obra ha Josic Pouëssel, ijinour studi e skol-veur Roazhon 2, war tem an diaesamantoù melestradurel. Muioc'h a zitouroù gant ar sokiologour...
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Kresk an tu-dehoù pellañ e Sportvaoù Breizh
Tribunelloù harperien Ultra ‘ba sportvaoù Breizh a c’hall bout tapet fall gant mennozhiou an tu dehou pellañ. Luskadoù sort se a ya gant kresk mennozhiou an tu dehou pellañ ‘bar bed politikel ha ‘bar gevredigezh. Sed aze ‘pezh ‘zo displeget gant Erwan Morel, kazetenner dizalc’h anezhañ. Embannet ‘neus e penn kentañ ar miz mañ un enklask ‘ba Basta !, ur media dizalc’h hag enlinenn. Studiet ‘neus ‘muioc’h ‘pezh ‘zo o c’hoarvezout ‘ba sportva Roazhon Park ‘ba Roazhon ha ‘ba Roudourou ‘ba Gwengamp… Hiroc’h gantañ.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Kinnig emglev peoc'h Donald Trump ha keloù all deus ar brezel e Palestina
Trec'h an tu-dehou frankizour e dilennadegoù kannad Moldova
Un diouer a leuñvourien a zo en Argoat

