Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

« Muioc’h a c’halloud politikel e Breizh, a Vrest betek Clisson »

Aozet e oa an darvoud gant kenurzhierezh demokratel Breizh, a vod strolladoù an tu kleiz emrennour ha dizlac’hour breizhad evel War-sav da skouer. Tro dro 1000 den a oa bet o vanifestiñ hervez an aozadur hag « un nebeut kantadoù » hervez Ouest-France. Selaouomp un nebeud perzhidi...

Ur strollad Kanaked a oa deuet da souten ar vreizhiz e Naoned

Christian Fizin, ezel eus ar strollad evit an unvaniezh kaledonian, a zo perzh eus an FLNKS, ar c’henstroll dizalc’hour kanak, en doa dispaket ur brezegenn he deus graet berzh. Deuet e oa da Naoned asambles gant Christian Tein e Breizh, al leader dizalc'hour kanak.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Erruet eo ar strollad pro european e penn an dilennadegoù kannaded e Moldavia

- Taget zo bet un iliz mormoned dec'h er Stadoù-Unanet gant un tenner

- Daou ostaj Israelian a vefe marvet e kêr Gaza dec'h

- Devezh etrevroadel ar gwir da ziforc'hañ e oa dec'h

- Embannet en deus ar prezidant Emmanuel Macron dec'h e oa grevus tagañ barnerien

- En em vodañ a raio kevredigezhioù hiziv dirak sez ar Brittany Ferries e Rosko a-enep d'an treuzdougen leueoù

- Ur gerig war ar sportoù