Keleier ar vro d'ar Gwener  a viz Gwenholon 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener a viz Gwenholon 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Disadorn e vo ar vanifestadeg a vez bep plez evit ar gwir da ziviz e Breizh, a Vrest betek Klison hervez lugan an aozourion hag an aozourezed.

Hag él rezon eo ivez un digarez da c’houlenn stagañ en dro al Liger-Atlantel da Vreizh él ma gomprenit dre al lugan. Disadorn e Naoned e vo roet emgav get kenurzhierezh demokratel Breizh. Ar vanifestadeg a vo da 3 eur d’endev e plasenn Breizh. Ar blez paset e oa 1500 den o doa kemeret pezh hervez kenurzhierezh demokratel Breizh, etre 300 ha 400 hervez Ouest-France.

Muioc’h a ditouroù get Brendan Guillouzic-Gouret, ezel ag ar stroll ag an tu gleiz, doc'h mikro Aodren Trehin.

En arvar e vehe sevenadur Breizh hag ar brezhoneg ? Penaos e tro an traoù er bed sevenadurel e bro Dreger ? Ha peseurt diskoulmoù a vehe ?

Setu goulennoù a breder strollad politikel an UDB e bro Dreger ha bro Ouelo. 'Benn disadorn e aozint un devezh studi hag eskemmoù, digor d'an holl, e Lannuon, evit kaouit ur sell hollek àr an temoù-se ha gwelet penaos monett war-raok. Muioc'h a ditouroù get Trefina Kerrain, eil-maerez e karg ag ar sevenadur e Lannuon a gemeray perzh en divizoù hag ezel ag an UDB.


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Nicolas Sarkozy a yay en toull-bac’h !

-Un devezh stourm a zo kaset hiriv get labourerezed ha labourerion-douar diàr galv an FNSEA.

-Lojeiz: Gellet a rahe bout lakaet da vout padus hag astennet da muioc’h a diriadoù an ostilhoù da reoliañ priz ar feurmoù.

-Ur guzuliadenn foran a zo ar mare-mañ diàr ar raktres gwarezva naturel bro Vigouden.