Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
A-zevri : deskiñ brezhoneg dindan 3 bloaz
Ur stummadur nevez evit deskiñ brezhoneg a zo kinniget gant Stumdi ha Skol an Emsav. Fonnusoc’h eo « A-Zevri », anv ar stummadur, evit ar c’hentelioù noz. Gall ‘reer tizhout ul live ken uhel ‘vel ar stummadurioù hir met dindan tri bloaz. Roomp ar gaoz da Loig Jestin zo e karg eus ar bedagogiezh gant Stumdi ha da gas ar stummadur A-Zevri. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Miliadoù a dud treuzjener a zo bet sterilizet dre heg e Europa e-pad degadoù a vloavezhioù
- Serret eo an harzoù etre Sisjordania ha Jordania abaoe dec'h
- Taget eo bet bigi ar Global Sumud Flotilla gant dronoù
- Gervel a ra ar sindikadoù da vanifestiñ en-dro diriaou
- Marvet eo Ziad Takieddine dimeurzh e Beyrouth
- Manifestiñ a raio al labourerien-douar e Redon digwener
- Kreskiñ a ra lodenn an divroidi e mesk hollad al labourerien e rannvro Breizh
- Ur vanifestadeg a vo e Brest fenoz a-enep ar faskouriezh

