Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Digwener paset e oa bet kinniget lid gouel an Erminig 2025.
Al lid a vo dalc’het disadorn é tonet (27/09) e Kastell-Briant. Selaouomp diouzhtu Herve ar Beg a ginnig deomp petra eo Urzh an Erminig hag unan ag an dud a vo Erminiget, an istorour saoz Barry Cunliffe.
Ur pennad-kaoz get Anton Burel.
Elfed, korriganed, hobited, sorserion… boudoù marvailhus bed ar skrivagner milvrudet Tolkien a vo é vale dre Blistin, e Aodoù-an-Arvor, e-pad an dibenn-sizhun.
Bep plez e vez dalc'het ur c'hendalc'h, anvet « àr Douaroù an Unan », a vod an dud sot get bel faltaziek Tolkien. Aline Aupy a zo ezel ag ar gevredigezh-se. Birvilh a zo enni o prientiñ ar gouel. Emañ get Metig Jakez-Vargas.
Ha da glevet er c'heleier:
-Un emgav a zo ar mintin-mañ get bodad ar sindikadoù hag ar c'hentañ ministr da ziviz ma gendalc'hay al luskad sokial.
-Emañ ar Stadoù-Unanet é klask goprañ 10 000 poliser ouzhpenn da skarzhañ an divroidi maez-lezenn.
-Kastizoù ouzhpenn a vo lakaet doc’h rejim Moskov get komision Europa: Difenn ar GNL rus a-benn 2027.
-Skarzhet e oa bet disul get ar polis enebourion ur raktres hent a skwate un ti er Faoued.

