Radio Breizh
Taget eo bet pratikou Cafe de la Plage 'ba Brest gant Faskourien
1500 den ouzh ar faskourien. Disul da noz ‘oa bodet kalzig a du ‘ba Brest evit lakaat war wel an darvoud ‘oa c’hoarvezet disadorn noz ‘ba plasenn Guerin, chouk d’an tavarniou. Etre 20 ha 30 den kuzhet o fenn ‘vit lod, armed evit lod all ‘neunt taget pratikou tavarn Le Cafe de la plage : taolet an taolioù warno, roet taolioù bizhier base-ball dezho, gloazet un nebeut tud ha spontet an holl. Pad pemp munutenn eo bet feuls tre ‘evel ‘pezh ‘zo diskouezhet gant ur video filmet gant un den zo o chom nepell eus plasenn Guerin… Disul da noz ‘oa manifestet eus plasenn Guerin beket plasenn ar straed Siam dindan luganou « Brest Anti fa » pe c’hoazh « Ni zo tutti anti fasciti ». Roomp ar gaoz d’un nebeut manifesterien… War blas ‘oa Erwan Blanchard.
"World clean up day": skolajidi Brizeux an Oriant 'neunt kempennet tro dro d'o skol
Ar « World clean up day », an devezh etrevroadel da netaat ar blanedenn a oa digwener paset, an 20 a viz Gwenholon. Da zigarez an darvoud-mañ o deus skolajidi Brizeux en Oriant dastumet lastez, ambrouget get o c’helennour brezhoneg Serj Bozeg. Tro ho po da glevet diouzhtu ar bemveidi Lucie, Adel, Dorian (distagañ « Dorianne ») hag Alwena get Aodren Trehin. Mennet e oa holl anezhe àr an dachenn. Dastumet ‘oa bet 30 kilo boutailhoù gwer, àr-dro 300 litrad traoù a bep seurt e plastik, ha 3 kilo dilhad. Ha kement-mañ en ur vout chomet just tro-dro d’ar skolaj ! Sikouret e oa bet ar gelennerion hag ar skolajidi get servij al lastez tolpad-kêr an Oriant evit gouiet penaos diforc’hañ a-feson. Ur reportaj gant Aodren Trehin.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Anvavezet eo Palestina evel ur Stad gant Frañs, Beljia, Luksambour, Monaco hag Andorre abaoe dec'h da noz
40 000 manifestour ouzh ur raklenzenn war digastiz an deputeed 'ba Brazil
25 000 den war ar straedoù 'ba Dulenn evit difenn an iwerzhoneg
Glav-puilh 'ba Aodoù-an-Arvor: ur vaouez zo bet beuzet
Ousmane Dembélé eo c'hoarier gwellañ ar bed e 2024-25: normal eo, stummet eo bet 'ba Breizh gant Stad Roazhon.

