Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Devezhioù european ar Glad
Devezhioù european ar glad a oa e-pad an dibenn sizhun. Marteze ho peus bet tro da bourmen en ul lec'h dic'hortoz e Breizh ? E Gwaien Ar gevredigezh « Langoustier Cap Sizun » a ginnige d'an dud dizoloiñ ur Sloup, ur vag grilheta bet savet e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 diwar bigi pesketa hengounel ar bloavezhioù 1930. Jean-Yves Lautredou a zo ezel deus ar gevredigezh, selaouomp anezhañ.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
BTU nevez war ar c'hleweled
Disadorn e oa dorioù digor lise Jean-Marie Le Bris e Douarnenez. Eno ez eus bet digoret ur stummadur nevez en distro-skol-mañ, ar BTU Kleweled (Breved Teknikour Uhel - BTS e galleg). Ar stummadur kentañ war ar c'hleweled e vo en deskadurezh publik e Breizh. Hag ar stummadur kentañ ha nemeti eo a zo kinniget e kêr ar pennoù-sardin goude ar vachelouriez. Ar sevener Avel Corre a zo kelenner evit an dermenidi en opsion kleweled e lise Jean-Marie Le Bris. Displegañ a ra deomp hiroc'h war ar Breved Teknikour Uhel pe BTU mañ nevez-mañ.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Kevredidi zo deus Stad Israel o deus anavezet Stad Palestina
Lid e koun al levezoner mirelour Charlie Kirk e Phoenix, Arizona, SUA
Tagadenn faskour e Brest
Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

