Radio Breizh
Manifestadegoù 'ba Breizh: evit muioc'h a justis sokial!
Etre 500 000 manifestour, hervez minister an diabarzh ha muioc’h ‘vit ur milion a dud ‘noant manifestet dec’h ‘ba Frañs. Ouzh ar politikerezh strizhder zo kaset gant gouarnamant Bro-C’hall, evit goproù uheloc’h evit pezh emaint ‘vit poent, servijoù publik krenvoc’h ha gwelloc’h, justis fiskal… ‘Ba Breizh zo bet tud war ar straedoù : muioc’h ‘vit 8500 a dud ‘ba Brest; 20 000 manifestour ‘ba Roazhon ; muoic’h ‘vit 25 000 ’ban Naoned ; 4000 ‘ban Oriant ; muioc’h ‘vit 3000 ‘ba Sant-Brieg ; 2000 ‘ba Lannuon . Tro 4000 a dud a oa bet o vanifestiñ e straedoù Kemper dec'h da heul galv ar sindikadoù. Ur seizvet kentañ ministr eus an tu dehoù, Sebastien Lecornu, a zo bet anvet ar sizhun dremenet gant ar prezidant. Kendec'hel a raio sur mat da ziskar ar gwirioù sokial ha da heuliañ politikerezh Macron... Abegoù e leiz a oa evit tud Kerne da zibunañ er straedoù : an demokratelezh en arvar, an difoc'hioù etre ar re baour hag ar re binvidig, pouez an tu dehoù pellañ o kreskiñ...selaouomp Anne-Claire, Lenaig ha Ronan. Emaint gant Metig Jakez-Vargas.
Un diouer a gelennerien brezhoneg zo 'bar sistem divyezheg
Un hentenn divyezheg a oa bet savet 5 plez zo e kumun Lokmikaelig e-tal An Oriant. Met lakaet eo diaes dija dre ar vank a gelennerion brezhonegour. Evit an distro-skol, n’eus nemet ur c’helennour e brezhoneg al lun hag ar meurzh. E galleg e vez desket ar vugale hepken neuze ar yaou hag ar gwener. Ar pezh ne glota ket get an ezhommoù pedagogel evit deskiñ ar yezh. Pouezus eo pleustriñ àr ar bemdez a zo afer kentoc’h eget dispartiañ er mod-se hervez ar guzuliourion pedagogel. Denez Gouin, tad ur bugel a zo er skol, a zo get Aodren Trehin.
Da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:
Didier Lucas, prezidant ar Space, na douja ket d'ar reolennoù en-dro
D'an toull-bac'h zo bet kondaonet teir skoazelellerez-klanvdiourez eus Pleuven
Veto an Amerikaned 'ban ONU a-enep ar goulenn harzh an tan 'ba Gaza
Naoned-Roazhon: warc'hoazh vo dalc'het derbi Breizh melldroad e Lig 1

