Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Gwenholon 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Merc'her 17 a viz Gwenholon 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Setu pemzektez zo bremañ eo distro ar vugale hag ar skipailhoù pedagogel d'ar skolioù.

Peadra da dennañ ur bilañs kentañ evit pep hani ag an hentennoù skoliata e brezhoneg. Ul lañs nevez a zo get ar rouedad Diwan, tri skol nevez a vo digoret ar blez-mañ hag ur skolaj, 'pezh ne oa ket degouezhet 'pell zo. Met digreskiñ a ra an niver a vugale skoliataet doc’h an tu ‘rall. Muioc'h a ditouroù get Mathilde Lahogue, renerez Diwan aodi ur blez, a zo get Metig Jakez-Vargas.

« Quelques coups d’éclat » ! Setu anv ur c’hompil punk rock a vo da gaout a-benn fin ar sizhun e Brest.

Ar gevredigezh « Petit tonnerre » eo he deus eus divizet sevel ar bladenn get strolladoù a Vrest hepken. Mael Charlou zo ezel ag ar gevredigezh brestiz a zo nevez a-walc’h. Displeget en deus da Erwan Blanchard ar raktres zo kaset getañ hag un nebeut kamaraded dezhañ.

A-benn digwener, adalek 7e noz, e vo lakaet e gwerzh ar c’hompil « Coups d’éclat » e stumm LP, CD ha kasedigoù, en davarn « Le café de la plage » e plasenn Guerin. Emañ ret lakaat e anv dre vail evit mirout ur plas ha monet da welet ar c’honsertoù : [email protected].


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Ur sizhunvezh, mui pe vui, goude al luskad «Stankomp pep tra", ul luskad sokial arall a vo arc’hoazh diàr galv ar sindikadoù ar wezh-mañ.

-Burkina Faso a zo drastet get strolladoù islamisted liammet get Al-Qaida hag ar Stad Islamik.

-Goulenn a ra kevredadoù dilhad e Europa tapout muzulioù mallus doc’h ar fast fashion, da laret eo ar c’hiz berr dermen evit an dilhad.

-Lakat an transportoù digoust, ur menoz vat ? Pas atav hervez lez ar c’hontoù.

-Kroget eo ar SPACE dec’h.