Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 16 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Raktres ar 1000 familh

Krouiñ ur rouedad kenskoazell etre ar familhoù ‘nefe c’hoant implijout ar brezhoneg er ger eo ar pal. Mazeas Lebrun eo ni ‘neus soñjet reiñ lañs d'ar 1000 familh. Penaos eo savet ar soñj ha Petra eo spered al luskad ? Selaouomp anezhañ. Emañ gant Erwan Blanchard.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Digor eo prosez kentañ ar Bloody Sunday a-enep d'ur soudard saoz

  • Teir gwech muioc'h a vouezhioù a zo aet gant an AFD e Kornôg Alamagn

  • Souten a ra an ABU krouidigezh ur Stad Palestinad

  • Resevout a raio Sebastien Lecornu pennoù bras ar PS hag an RN warc'hoaz

  • N'eus ket bet kement a dud biskoazh o c'houlenn bezañ digollet digant Foñs digoll gouzañvidi ar pestisidoù

  • Kondaonet eo bet un dilennadez bet eus Argol evit gwallvruderez

  • Hiziv e tigoro ar Space, saloñs etrevroadel ar sevel-chatal