Radio Breizh
Souten ar balestinianed: La Vuelta n'eo ket aet betek penn!
Soutenet eo Palestina hag he fobl beket Europa. Ar redadeg war velo La Vuelta ‘oa disoc’h dec’h war un ton bras. Aet eo ar maout gant Jonas Vingegaard a zo erruet er plas kentañ. Ma oa bet embannet disoc’hoù ar redadeg eo bet nullet an tennad diwezhañ e Madrid gant kant mil a stourmerien kengred gant Palestina ... Fuloret ruz eo gouarnamant Stad Israel, Gideon Saar maodiern an aferioù estren neus embannet e oa ur vezh evit bro spagn, Alberto Nunez Feijoo a zo e penn strollad an tu dehou pellañ Partido popular a zo a-du gantañ. Hervez Yolanda Diaz maodiernez al labour « n’eo ket kevredigezh spagn evit gouzañv e vefe normalizaet ar gouennlazh e Gaza ba darvoudoù sportel pe sevenadurel » . Ur pennad gant Anton Burel
CFRB: ur strollad dispac'hour nevez 'ba Breizh
Abaoe bloaz bremañ e vez gwelet ur strollad nevez e manifestadegoù ar vro, ar CFRB an hini eo. Kenurzhierezh evit un talbenn dispac’hel breton a zo ur strollad dispac’hour a vod komunourien hag anarkourien a stourm evit gwir pobl vreizh d’en em didermeniñ, hervez ar strollad en deus pemp ezel ha tregont. Banniel ar strollad … ar Gwenn-ha-du gant ur steredenn ruz e-plas an erminigoù … a oa banniel Strollad Komunour Breizh er bloavezhioù 70’. Yann a zo ezel deus ar strollad … Kinnig a ra deomp petra eo ar CFRB . Emañ gant Anton Burel.
Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier
Manifestadeg xenofob 'ba Londrez: 110 000 manifestour
Prosez eus pennoù bars ar CHP 'zo 'ba Turkia hudu
Nepal: fellout a ra d'ar vinistrez nevez doujañ da azgoulennoù ar re yaouank
Sébastien Lecornu 'neus divizet ne vo ket nullet daou devezh dilabour
Krign-bev ar vron: 115 000 euro zo serret da geñver Odyssea 'ba Brest
Open tenniz ATP Roazhon: aet eo ar maout gant Hugo Gaston