Radio Breizh
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Distroet eo liseidi Diwan Karaez ur sizhun zo.
Ha sioulaet eo ar speredoù e-keñver ar blez paset ? Ur blokus a oa bet savet get ar re yaouank a gaoz ma faote dezhe ma vehe fiziet d’al lise ar savadur e lec’h ma oa kouskva ar merc’hed hag an oaled. Doc’h L’aile, ar gevredigezh a zo he c’hefridi merañ al lise, o doe manifestet al liseidi. Penaos emañ an traoù e miz Gwengolo ? Ur prantad marc’hatañ a zo er mare-mañ etre skipailh merañ al lise hag ar Rannvro evit gouiet penaos e vo ingalet ha meret ar savadurioù adalek miz Genver. Un nebeut titouroù get Yann-Fañch Millet, renour al lise.
Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier:
-Jair Bolsonaro, prezidant bet Bro Brazil a zo bet kondaonet da 27 vlez toull-bac’h evit bout anseet gober un taol stad.
-E Nepal, emsavadegoù a-enep d'ar gouarnamant a vez é hejañ ar vro abaoe un nebeud devezhioù.
-Lidet e oa bet dec'h an Diada nacional de Catalunya da laret eo Gouel Broadel Katalonia.
-E Bro Frañs eo bet roet dec’h disoc’h ur c’homision enklask parlamantel diàr Tiktok.
-Gopridi ar gazetenn Le Parisien a nac’ha ma vehe gwerzhet ar gazetenn d’ar miliarder mirour Breizhad Vincent Bolloré.
-Galvet eo pennoù bras Sem bet al Liger e Logunec’h, a vere ur metanizour, dirak lez ar c'hontoù.
-A c’houde penn-kentañ ar sizhun eo digor en-dro urjañsoù Karaez ag al Lun d'ar Gwener e-pad an devezh.