Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Dilojet eo SKED

Ur miz hanter zo ‘neus kuitaet ar gevredigezh ‘ra war dro ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ‘ba Brest he burevioù ‘oa e karter ar Pilier Ruz ‘vit mont da greiz kêr. ‘Ba Square de La Tour d’Auvergne emañ SKED asambles gant ar greizenn stummañ Stumdi bremañ. Ur cheñchamant bras evit an div gevredigezh. Selaouomp Trifina Baudu ‘zo kenurzhierez SKED. Emañ gant Erwan Blanchard.

Distro-skol ar skol-veuridi a oa dec'h

20 000 studier.ez a oa distro d'ar skol e skol-veur Roazhon 2 dec'h. Aet eo Anton Burel da welet daou studier.ez e fin kentel kentañ brezhoneg ar bloaz, Wagan hag Anna.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kouezhet eo gouarnamant Bayrou dec'h

- Stanket e vo an hentoù e pep lec'h e Frañs hag e Breizh warc'hoazh

- E fulor emañ pesketaerien ar C'hab gant ar reolennoù nevez war ar bigi chaluterezh

- Muioc'h-mui a harperien eus an tu dehoù pellañ a weler er c'hleuboù mell-droad breizhad

- Dizemglev bras a zo etre skol ijinourien an Enib e Brest hag ar Stad

- Strishaat a ra bro Spagn he muzulioù a-enep da Stad Israel