Radio Breizh
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Breizh a live gant Gwennyn
3000 a dud ‘neunt leuniet sal Glenmor ‘ba Karaez disadorn ! Breizh a live ‘neus bodet ur bouchad arzourien eus Breizh war al leurenn : Miossec, Denez Prigent, Gwennyn, Plouz ha Foenn, Bretons, Okto H, Klaris Lavanant ha kement zo. A-drugarez da gWennyn eo ‘neus gellet bout kaset un devezh evit souten ar brezhoneg hag ar c’hevredigezhioù a ra war o zro. Un taol kaer bout degemeret kement a dud ‘ba Karaez.
Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard
Breizh a live gant Brieg Gerveno
Stourm evit difenn ar brezhoneg hag ar c’hevredigezhioù ‘ra war dro kas raktresoù da benn ‘oa pal Breizh a live. Kalzig a arzourien ‘neunt asantet buan respont d’ar galv lañset gant Gwennyn. En o zouez emañ Brieg Guerveno. Hemañ diwezhañ zo anavezet mat evit kanañ e brezhoneg ha stourm evit yezh ar vro. Hervezañ ‘oa anat dont da Garaez ha kemer perzh ‘ba Breizh a live…
Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard
Breizh a live gant an arvesterien
Eus pep korn eus Breizh ‘oa deuet arvestourien evit selaou ha gwelout konsertoù disadorn. 3000 en holl. Da laret eo ‘oa ket posubl bountañ muioc’h anezho ‘ba sal Glenmor. Deuint int evit disklaeriañ pegen tomm eo o c’halon eus ar brezhoneg ha eus ar sevenadur breizhat. Selaouomp ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Keloù deus ar brezel e Palestina
Harperien Stad Israel e Bro Saoz a zo o kreñvaat ar gwask ouzh ar saozon kenskoazell gant Palestina
Stourm ar brizonidi bolitikel e Turkia
Mouezhiañ a ra Parlamant Frañs ar fiziañs er gouarnamant Bayrou d'enderv
Krogadoù melldroad an dibenn sizhun