Keleier ar vro d'ar Gwener 5 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Gwener 5 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Palemon, skigner nevez al levrioù e brezhoneg

An ti embann ha dasparzher levrioù ha pladennoù Coop Breizh en doa graet freuz-stal e miz Even. Un drast eo evit bed an embann e Breizh hag e brezhoneg. Palemon, un ti embann ha dasparzher all eus Kemper, arbennikaet war ar romantoù polis breizhad, en deus divizet ledanaat e zachenn labour hag adtapout deus eus ar c'hevradoù skignañ a oa gant tiez embann ar vro. An ti embann evit ar yaouankiz Beluga, a veze embannet gant Coop Breizh, a zo bet prenet gant Palemon ivez. Un disamm eo evit Trifin ar Merdi, he deus bet labouret e ti Coop Breizh e-pad tost 20 vloaz. E penn an embannadurioù Beluga emañ-hi.

Ur pennad kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Forom ar c'hevredigezhioù e Plougerne

Ma ne oarit ket ‘peseurt sport pe obererezh ober e-kerzh ar bloaz ‘zo ul lec’h eus ar c‘hentañ evit kavout ho peadra : forum ar c’hevredigezhioù ! Un tamm ‘ba pep lec’h ‘ba Breizh ‘vo aozet foromoù… Ul lodenn a-bouez kaer eus buhez ar c’humunioù eo ‘pezh a ginnig ar c’hevredigezhioù hag an dud a youl vat a ro buhez dezho. Kemeromp skouer Plougerne. Gregor Mazo zo e karg eus ar servij ra war dro ar c’hevredigezhioù evit kêr Blougerne. Displeget ‘neus da Erwan Blanchard pegen birvidik eo ar vuhez kevredighezel eno .

Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Keloù deus ar brezel etre Rusia hag Ukraina

  • Stadoù Unanet a zo war nes aloubiñ Venezuela

  • Bilañs ar c'hren douar e Afghanistan

  • Kenskoazell etrevroadel gant Palestina achubet

  • Ur Gouarnamant nevez e penn Bro-C'hall

  • Krogadoù melldroad an dibenn sizhun hag Open Blot Tennis Roazhon