Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Breizh a Live

Diwar intrudu ar ganerez Gwennyn en em vodo arzourien hag arzourezed ar vro, evel Denez Prigent, Nolwenn Korbell, Brieg Guerveno pe c'hoazh Christophe Miossec. Clarisse Lavanant he deus respontet d'ar galv hi ivez. Muioc'h a ditouroù ganti war an darvoud-se a vo 'benn disadorn e sal ar Glenmor e Karaez.

Adlañset e vo skol-veur ar yaouankiz ?

Ar sizhun dremenet e oa bet aozet, evel bep bloaz abaoe 2021, ur gejadenn etre ar tud ar brezhoneg ha tud ar gallaoueg...Dindan intrudu Kevre Breizh hag asambles gant Emglev Bro Douarnenez. Ar c’hejadennoù-se a ro tro da gaout ur sell ledan war an darvoudoù diwezhañ, da eskemm ha da ginnig hentennoù preder hag ober evit an dazont. Claudine Perron, prezidantez Kevre Breizh a zo ouzh mikro Laëtitia Fitamant. Ur preder a oa bet kaset war ar yaouankiz ar bloaz-mañ...

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- 60 000 rezervist israelat o deus resevet ur galv dimeurzh da vont da vrezeliñ en dro

- Stanket eo bet redadeg marc'h-houarn ar Vuelta dec'h e Euskadi gant manifesterien evit Palestina

- En em zigarezet eo gouarnamantoù Danmark ha Groenland evit bezañ sterilizet inuitezed dre heg

- Kenderc'hel a ra ar manifestadegoù ramzel e Serbia

- Ampellet eo bet gwerzh skwat ar Reier Gwenn e Douarnenez gant ar justiz dec'h

- Skolaj Sant-Stanislas e Naoned : un afer feulsterioù seksel ouzhpenn en iliz