Radio Breizh
Talañ ouzh ar sec'hor evit gounit legumaj
Beket fin an hañv eo chomet departamant Penn-ar-Bed dindan diwall sec’hor, evel an departamantoù all ‘ba Breizh. Re nebeut a c’hlav zo kouezhet war ar vro e-kerzh an nevez-amzer hag e kerzh an hanv. ‘Ba kreisteiz Europa eo gwasoc’h an traoù c'hoazh. Ur bouchad peizanted zo bet lakaet diaes evit gounit o legumaj gaozen d’an diouer a dour. Penaos ober evit talañ ouzh ar sec’hor ha eus an diouer a dour pa vezer peizant ? Fañch Appriou zo o terc’hel un atant da c’hounit legumaj bio ‘ba Plabenneg ‘neus lakaet e pleustr teknikou e-leizh evit derc’hel an dour war e dachenn… Ha da gentañ plantañ gwez… Emañ gant Erwan Blanchard.
Pestisid difennet zo bet kavet 'ba un uzin dalc'het gant BASF
D’an 23 a viz Mezheven e oa bet kavet pestisidoù difennet e Europa e uzin BASF e Genay e-tal Lyon. Deut-tre e oa ur strolladig Falc’herezed ha falc’herion OGK hep aotre en embregerezh kimik alaman evit an eil gwezh. Da c’houde e oa bet graet un enselladenn ofisiel get servijoù ar stad, ha kadarnaet e oa dañvezioù difennet en uzin. Isabelle a zo falc’hererez e stroll Breizh a lara deomp hiroc’h àr an obererezh stourm kaset get he c’hamaraded. Emañ gant Aodren Trehin.
Skubet eo bet Guehenno gant ur gorventenn!
Harzh-labour zo 'ba lise Fulgence-Bienvenue 'ba Loudieg gaozen zo serret ur c'hlas re an eilvet
Lañset 'vo ar chanter da distrujañ ar planchod betoñs zo war ar stêr Vilaine
Tagadennou homofob: ur skolaerez zo en em distrujet 'ba Kantal
Poutine, Kim Jong Un ha Xi Jinping: an triad diktatourien bodet 'ba Beijing
Bolsonaro zo barnet hervez mare mañ 'ba Brasilia
Bro-Veljia zo o vont da anavezout Stad Palestinia
BBH: hudu emañ devezh kentañ kampionad lig 1 hand merc'hed