Keleier ar vro d'ar Meurzh 2 a viz Gwengolo 2025

Radio Breizh

Keleier ar vro d'ar Meurzh 2 a viz Gwengolo 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Distro skol e Skol Diwan Landerne

Dec’h eo milierou a vugale zo distroet d’ar skol ‘ba Breizh… tost da 600 000 ! Un devezh bras eo evit ar vugale sur deoc’h… Deomp d’ober un tamm tro beket Landerne. Bet eo Erwan Blanchard o c’houlennata skolidi skol Diwan evit klask goar penaos eo tremenet an distro-skol santel… Ha da gentañ petra ‘ra plijadur ar muiañ d’ar vugale…


Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Distro skol kentañ skolaj Diwan Il-ha-Gwilen

Un distro-skol istorel e oa evit Skolaj Diwan Il ha Gwilen e Beuzid ar c’hoadoù ‘kichen Roazhon pugur eo skolaj Diwan kentañ an departamant. 10 skolajiad er c’hwec’hvet klas neun graet an distro-skol ba savadurioù adkempennet nevez zo. Ur raktres a oa douget gant kuzul skoazell Skolaj Diwan 35 abaoe bloavezhioù, Mael Gwenneg zo ezel deus ar c’huzul skoazell hag Emmanuelle Siohan zo renerez ar skolaj

Ur pennad-kaoz gant Tangi Poisson deus Radio Naoned


Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Keloù deus ar brezel er reter kreiz

  • Trouzioù brezel etre Venezuela ha Stadoù Unanet

  • NOVO19, ar chadenn TV nevez gant Ouest-France

  • Echu eo ar parklec'h Gwilen e Roazhon

  • Disoc'hoù ar Rallycross e Lohieg